Diskouezva

Soñjoù ha bedoù faltaziek 

DIZOLOIT DISKOUEZVA AN DASTUMADEG

“Soñjoù ha bedoù faltaziek”


Troidigezhioù al lavarennoù: Anna Preden, Andreo Sezneg (Stummer e Roudour), Francis Ne-dellec, K. Debaye, Élodie Quistrebert.
Troet e vez an taolennoù e galleg hag e saozneg war ar c’hartelloù e-pad an diskouezadegoù


"Al loen nemetañ"

Mab-den n’eo ket al loen nemetañ a soñj, met an hini nemetañ eo a soñj n’eo ket ul loen

Pascal Pica

"Donder"

E-giz ar mor eo ar galon, e-barzh an donderioù e vez dizoloet ar bravañ pinvidigezhioù

Disanv

"Ar c'han"

Gall’ a ra ur c’han mervel,
evel ma varv ur wezenn ,
met kenderc’hel a ra ar c’han
evel ma pad ar c’hoadeier

Eugène Guillevic

“Kreizenn ar son, Kawan”
Troet e oa bet ar frazenn-se gant mirdi ar son eo (Kawan). « Gall’ »e vez laret dre gomz, met gwelloc’h en dije bet skrivañ « gallout ». Kinniget en deus Mark Kerrain ur droidigezh all :
« Mervel a c’hall ur c’han evel marv ar gwez met padout ‘ray o mouezh keit ma pado ar c’hoad »

"Kentel Raoni"

« A-benn ma vo diskaret ar wezenn ziwezhañ, saotret an dakenn ziwezhañ, lazhet al loen diwezhañ, tapet ar pesk diwezhañ gant ar Mab-den, neuze en em rento kont ne vez ket debret an arc’hant »

Ar penn  indian Raoni

"Ar vleunienn"

60 x 40 cm

Ma ne zourez ket da vleunienn, n’en em c’houlennez ket perak ne zigor ket

Caroline Attal

"Reziliañs"

Den ne c’hall tizhout tarzh an deiz hep mont gant hent an noz

Khalil Gibran

"Buhez"

E-giz ur ganevedenn eo ar vuhez. Ezhomm hon eus da gaout heol ha glav da welout holl al livioù enni

Disanv

"An Itron hag an toud"

En degouezh emañ levenez ar bed holl

Jean d’Ormesson

NB : holl levenez ar bed = tout le bonheur du monde,  ar bed holl = du monde entier.
Le breton est parfois différent à l’oral et à l’écrit…

"Douar"

60 x 40 cm

Re gozh eo an douar evit ober goap anezhañ

Krennlavar eus Breizh

Krennzouar

70 x 50 cm
“Kartenn ha bed faltaziek”

"Lagad an aerouant "

Ar pezh ne vez ket gwelet gant al lagad eo a zo a-bouez atav

Jean Markale

Photo Nikolaz Ellez

"Milendall"

El lec’h ma ‘z eus ur youl ez eus un hent

Tír na nÓg

Tír na nÓg a zalv « douar ar yaouankiz peurpadus » e gouezeleg. Unan eus ar brudetañ« bedoù all » eo er mojennerezh keltiek. Digor eo war-lerc’h ur veaj hir ha risklus. Skeudennet eo an Tir na nÓg evel un baradoz enezat, ur rouantelezh zreistnaturel e-lec’h ma’z eus ket na kleñvedoù, na marv, nag amzer, met levenez, yec’hed, braventez ha fonnded nemetken.

"Pedenn ar wezenn"

Mab-den, selaou ac’hanon
Flamm da oaled on en nozvezh c’hoañv
Disheol a-us da benn e-barr an hañv,
Gwele da gousk, framm da di,
An daol a lakez da vara warni
Prenn da gavell ha hini da arched
Selaou ma fedenn : na’m distruj ket.

"Enez"

"Kregin"

40 x 29.5 cm

"An drouiz hag an erminig"

45 x 38 cm

Triskell

Taolenn gentañ

Recent Posts

    Recent Comments

    No comments to show.
    Latest Posts