Evit gwir on ul livourez hag a vesk hollvedoù disheñvel, hanter-hent etre an ijin hag ar gwirvoud, etre an huñvre hag an emskiant.
Al lavarennoù e brezhoneg ouzh an daolennoù a ro tu da liammañ aes ar skritur ouzh ar skeudenn ha da reiñ ur perzh filosofel ha faltaziek d’ar skeudennoù.
Troet eo al lavarennoù e galleg hag e saozneg ouzh ar c’hartelloù e-pad an diskouezadegoù.
Un nebeud dezhiadoù pennañ
Bugale/ krennoad : klas divyezhek Dihun, Bachelouriezh ES danvez dibab brezhoneg, skoazellerez-vamm, mamm-guñv ha tad-kozh beizanted ha brezhonegerien 2005 2006 : Sikourerez er groaz Ruz, kentelioù noz en Arzoù-kaer an Oriant 2007 betek bremañ 4 bloavezh studi war ar vezegiezh sokial labour en ospital, AHDOD, Buheziñ evit bugale/krennarded ha tud kozh 2018 aotreegezh war ar brezhoneg keltiek (Skol-veur Roazhon 2) 2020 - 2023 Diwan - kelennerez er c'hentañ derez, master 1 MDKS- kounskrid diwar-benn "an emskiant ekologel er skol" (Kelenn - Kemper) Miz Even-miz Gouere 2021 : Diskouezadeg e-pad Gouel Broadel ar brezhoneg e Langoned Miz Gwengolo 2022: : Krouidigezh ar gevredigezh Diharz production - Prezidantez Diharz Production (kevredigezh brudañ sevenadurel hag endro - lezenn 1901) Miz Gwengolo-Miz Here 2023: Diskouezadeg e-pad ar gouel Celtomania (Naoned) Krouidigezh ofisiel Hadañ livioù (="semer de livioù" e galleg): liverezh - atalieroù diwar-benn an endro pe an arz neuziañ 2024 Heuliad ha fin ar stummadurioù war an endro (« Eveil et nature» evit ar bedagogiezh hag ar gevredigezh « Lipousig » evit ar plant hag ar gwez) 2024: Perzhiadur er ganaouenn hag er c'hlip Etrement (kanet gant Aziliz Manrow)
“De meme qu’il faut protéger la terre, il faut protéger toutes les langues”
“Just as we must protect the Earth we must protect all languages”
Ur vaouez eus Penn ar Bed a orin eus an Oriant ‘oan bet luskellet ma holl bugaleaj gant ar gouelioù etrekeltiek en Oriant. Yaouankik-tre ‘m eus dibabet da zeskiñ brezhoneg rak ma ‘oa yezh -se, yezh vamm ul lodenn eus ma familh hag hini ma magerez. Gwasket ha goapaet e-pad pell amzer eo ar brezhoneg, « ur yezh strobinellerien » d’am soñj koulskoude. Dre-se ‘m eus dibabet livañ gant ur sell arzourel ha karantezus war un dro.
Drezi ma-unan dreistholl ‘m eus desket hag heuliet un nebeud kentelioù noz en Arzoù Kaer an Oriant. Labouret ‘m eus e bed ar yec’hed hag an deskadurezh hag ‘m eus heuliet studioù war ar brezhoneg e-pad meur a vloaz. Dre hanterouriezh ma zaolennoù e c’hoantan « treuzkas un dra bennak, degas fromadennoù, lakaat da huñvreal pe d’en em soñjal». Rak barzhoneg ar gerioù a c’hall bezañ liammet ouzh burzhud al livioù, al livadur.

Livañ zo un doare da stoum evit ar yezh, met evit an endro ivez hervezon

Dre hanterouriezh ma zaolennoù e c’hoantan « treuzkas un dra bennak, degas fromadennoù, lakaat da huñvreal pe d’en em soñjal»
Rak barzhoneg ar gerioù a c’hall bezañ liammet ouzh burzhud al livioù, al livadur.
Mammig 2 vugel karout a rafen gwelet hor bugale o keskiñ e-barzh ur gevredigezh gant muioc’h a emskiant ha reziliañs ouzh an endro. Gant-se e adaozan un nebeud skorioù evit doujañ ouzh ma soñjoù en ur zibab danvez a-zoare.


Gwerzhañ skritelloù (pe traoù all) a dalv implijout paper , ha rak-se implijout gwez. Hervezon e oa poellek reiñ ur “skodenn” peogwir e hetan bevenniñ ma efed ekologel.
Siwazh e vez hor c’hevredigezh a-vremañ un tamm pell diouzh ar bodoù bev re alies. “Bezañ adstaget ” ouzh an endro eo unan eus an dalvoudegezh a glaskan treuzkas. Ingal e plantan gwez ma-unan, met bezañ engouestlet a oa pouezus-tre d’am meno.
Un “ekotaos” ‘vez paeet e-barzh ma fakturennoù ha kaset e vez d’am c’hevredigezh Diharz production.
Gant an arc’hant -mañ : kinnigoù plantadegoù gwez digoust gant bugale pe/ha tud gour
e kenlabour gant kevredigezhioù all, tiez-kêr pe lec’hioù all
Gallout a rit mont e darempred ganin war ar sujed-se peogwir e klaskomp lec’hioù

Anna Preden hag Alan Stivell, Gouel etrekeltiek an Oriant 2023
Skritell gant testenn e ganaouenn “Hep brezhoneg, Breizh ebet”

Ur gevredigezh lezenn 1901 eo evit ãr brudañ sevenadurel hag endro
Endro…
Un “ekotaos” ‘vez paeet e-barzh ma fakturennoù (mikroembregezh “hadañ livioù” ) ha kaset e vez d’am c’hevredigezh Diharz production.
Paeet e vez an ekotaos -se gant aozadurioù ne blantint ket gwez frouez /plant frouez (e-barzh o c’humun, kreizenn dudi…).
Gant an arc’hant -mañ : kinnigoù plantadegoù gwez digoust gant bugale pe/ha tud gour
e kenlabour gant kevredigezhioù all, tiez-kêr pe lec’hioù all
Gallout a rit mont e darempred ganin war ar sujed-se peogwir e klaskomp lec’hioù
Ma ne vez ket kevet lec’hioù e engouestlimp da gas an arc’hant se d’ar gevredigezh https://desenfantsetdesarbres.org/
Da skouer hon eus kemeret perzh en album d’Aziliz Manrow “Et tout prend vie” gant OHM (One hot minute group), label Hervé Lauzanne (Rener kozh arz Indochine e Sony) .
Da gentañ eo un avantur a-stroll ! Rak-se e trugarekaan an holl evit ho sikour prizius !
Sikour evit troidigezh al lavarennoù :
Andreo Sezneg (Formateur à Roudour), Francis Nedellec, K. Debaye, Élodie Quistrebert
Kevredigezhioù :
Marie-Catherine Delavault (association Grain de sel), Nikita Gouezel (association la Forêt de enfants)
Kanerien ha sonerien :
Aziliz Manrow, Dom Duff, Jean-Luc Roudaut, Noah Roudaut, Noemie Le Cam, Kevin Abalain (Son ar Dan) …
Stlenngevregañ/skritelloù :
ConceptTiT Design
Lec’hienn internet :
Sophie Cloirec vvweb
