“Tout ce qui n’est pas donné est perdu”
“Everything that is not given is lost”
Kollet e vez holl ar pezh ne vez ket roet
Pierre Ceyrac
Ur raktres sevenadurel, deskadurel hag endroel eo war un dro.
An anv « hadañ livioù » a ra dave d’an endro, an treuzkas, livioù al liverezh pe ar fromadennoù pozitivel a c’hall degas an dizoloadenn, ar skiant-prenet nevez.
En arvar emañ hor yezh, met hon endro ivez.
Rak-se e vez un droc’hadenn entre ar bodoù bev ha ni, hag ur gwir frailh e-barzh hor c’hevredigezh.
Labouret’ m eus war an dachenn mezegel ha sokial, kalzik a skiantoù-prenet ‘m eus gant a-bep seurt tud, eus ar re yaouankañ d’ar re goshañ, eus ar re binvidikañ betek ar re baourañ, eus ar re ampart betek ar re ampechet.
Ma ne cheñchomp ket, ne vo netra cheñchet.
Koulskoude ez eus spi. Posupl eo broudañ an darempredoù, ar bioliesseurter, ar ouiziegezh evit krouiñ ar gwellañ evit ar re yaouank, met ivez ar re gozh.
Broudañ tout se eo ar soñj, dre an arz, an endro, e brezhoneg pe e galleg. Dav eo deoc’h notiñ e vo skodennet 1 eurod’an nebeutañ atalier evit ar gevredigezh la Forêt des enfants a blant gwez frouezh gant bugale.
Edukatourez ha kelennerez on ha buhezet 'm eus a bep seurt kentelioù pe atalieroù.
Stummet e oan bet gant tud arbenikaet war ar plant ivez. Treuzkas eo ar pouezusañ !
Rak-se e kinnnigan deoc'h treuzkas deoc'h ma sekredoù bihan rak krouiñ traoù nevez a zo en ardremez d'an holl …. gant un nebeud teknik pe gouiziegezhioù !
Tud : An holl
Skol, Kreizennoù tudi, kreizennoù mezegel sokial, bod evit ar vugale, gouelioù, AHDOD, gouelioù privez (deiz-ha-bloaz, …)
Oad : Adalek 5 bloazh
Padelezh : war-dro 2 eurvezh
Dizoleiñ penaos sevel ur milendal, profañ pe implijout anezhañ pe implijout anezhañ evit ar c’hanetennoù.
Gallout a ra bezañ an atalier -mañ ur prantad etre rummadoù.
Oad : Adalek 9 bloavezh
Padelezh : war-dro 2 eurvezh
Labouraat meizadoù ar geometriezh en ur ziduiñ ! (kelc’hioù, tric’horn…)
Oad : Adalek 4/5 bloaz
Padelezh : war-dro 2 eurvezh
Dibab ul lavarenn (e-touez ar pezh a ginnigin) ha skrivañ anezhi war/ouzh un daolenn, eskemm evit ar re o deus c’hoant.
An taolennoù a c’hall bezañ livet a-stroll pe e-unan.
Oad : Adalek 6 bloaz
Padelezh : war-dro 2 eurvezh
Deskiñ krouiñ torosennadur war/ouzh un daolenn.
Triketra en opsion.
Oad : Adalek 7 vloaz
Padelezh : war-dro 2 eurvezh
Krouit ho kaligram en ur zibab ho testenn, ho paper hag ho tresadenn ha sterniañ anezhañ goude.
Kizidikaat ouzh al laboused (boued, neizhoù…)
Liverezh tierz-neizhañ adaozet gant liverezh dre akrilik
A-wechoù vo dav brikañ pe lazurañ an tier-neizhañ
Freskenn da livañ entre tud yaouank pe gant rummadoù disheñvel (tud kozh…), gant tud nammet…
Gallout a ra bezañ livet e stumm c’hoari
Dibab ul lavarenn pe meur a hini asambles, diwar lavarennoù disheñvel e kinnigin deoc’h
Oad : Adalek 6 vloaz
Padelezh : war-dro 1e30/ 2 eurvezh
Amzer dazont ebet hep diwall an endro
Penaos kaout un emskiant ekologel? Peseurt jestroù pozitivel da ober ganto er vuhez pemdez?
Labour dre fotoioù hag eskemmoù.
Oad : Adalek 3 bloaz
Padelezh : war-dro 1e30/ 2 eurvezh
C’hoari teiryezhek (gallleg, brezhoneg saozneg) gant anvioù ar plant e yezhoù disheñvel + ho fotoioù + hag ar gwir blant Palioù;
Gwelout, c’hwesha, touchiñ ar plant, ha deskiñ ho anvioù.
Oad : Adalek 5 bloaz
Padelezh : war-dro 30 /45 min
Pep bugel a c’hallo kaout ur blantenn/ Pep bugel a c’hallo mont d’ar gêr gant ur blantenn.
Teknik skoultrañ dre an aer a c’hallimp lakaat e plas gant bouloù bihan hag a vez anvet a-wechoù « madigoù »
Oad : Adalek 8 bloavezh (bugale)
Padelezh : war-dro 45 min
Teknik an omega
Evit doujañ ouzh an urzhioù surentez ne vo implijet kontell ebet : ur gwask da imboudañ nemetken.
Buhezadenn dre strolladoù bihan nemetken hag ambrougerezh gant tud deuet dre ret.
Hervez ar mare-bloaz, imboudoù/grefennoù ha tad-kef/ doug-imboudoù roet.
Fardañ bombez had evit desachañ an amprevan ( gwenan…) ha kizidikaat ouzh an endro
Posubl e vo da livañ boestoù (da adaozañ)
Oad : Adalek 6/7 vloazh
Padelezh : 2 eurvezh d’an nebeutañ (war-dro 1 eurvezh X 2)
Krouiñ an istor asambles diwar ur c’hoari kartoù (e brezhoneg pe e galleg )
Skrivañ a ran an istor dre urzhitaer ha goude e skeudennaouo ar vugale pe an dud deuet al levrig en eil seañs.
An traoù ‘vo kaset ha savet ganin ha un disgarez ‘vo evit profañ pe/ha aozañ un gouel bihan.
Oad : Bugale 0-4 bloaz ( Ti skoazellerezed-mamm (TSM) , erlec’hioù skoazellerez-mamm (ESM) …)
Padelezh : war-dro 30 min
Istorioù da welout, da glevout, da douchañn evit ar vugale. Hervez ar goulenn.
An digarez da glevout pe lava~rout o gerioù kentañ e brezhoneg.
Oad : Tud deuet/ tud kozh
Padelezh : war-dro 1 eur /1 eur 30
Buhezadenn hag eskemmoù diwar-benn ul lenn e brezhoneg.
Eskemmoù war ma labour diwar-benn al lavarennoù.
Evit ar deskerien hag hervez ho koulenn
Oad : tud kozh
Padelezh : war-dro 1 eur/1 eur 30
Buhezadenn hag eskemmoù gant ur c’hwiz diwar-benn Breizh hag ar brezhoneg
Palioù a-vras : (hervez an atalieroù hag ar goulennoù)
-
Deskiñ traoù nevez (teknikoù evit livañ, gouiziegezhioù...)
-
Delc'hel e live brezhoneg pe deskiñ brezhoneg evit ar re o deus c'hoant
-
Kaout plijadur en ur grouiñ (pellaat diouzh ar skrammoù, kevreañ en-dro gant an danvezioù,...)
-
Daremprediñ tud/bugale all ha krouiñ un digarez da gaout darempred etre rummadoù
-
Adober gant ar geometriezh
-
Penaos ha perak adimplijout un daolenn / reiñ ar c'hoant da grouiñ e mod « up-cycling »
-
Derc'hel pe gwellaat e ampartiz