hanter-hent etre an ijin hag ar gwirvoud, etre an huñvre hag an emskiant

Rak barzhoneg ar gerioù a c'hall bezañ liammet ouzh burzhud al livioù, al livadur
Livourez - buhezourez arbenikaet war an arz hag an endro (abadennoù e galleg hag e brezhoneg)
Un nebeud dezhiadoù pennañ
Bugale/ krennoad : klas divyezhek Dihun, Bachelouriezh ES danvez dibab brezhoneg,
skoazellerez-vamm, mamm-guñv ha tad-kozh beizanted ha brezhonegerien
2005 2006 : Sikourerez er groaz Ruz, kentelioù noz en Arzoù-kaer an Oriant
2007 betek bremañ 4 bloavezh studi war ar vezegiezh sokial
labour en ospital, AHDOD, Buheziñ evit bugale/krennarded ha tud kozh
2018 aotreegezh war ar brezhoneg keltiek (Skol-veur Roazhon 2)
2020 - 2023 Diwan - kelennerez er c'hentañ derez,
master 1 MDKS- kounskrid diwar-benn "an emskiant ekologel er skol" (Kelenn - Kemper)
Miz Even-miz Gouere 2021 : Diskouezadeg e-pad Gouel Broadel ar brezhoneg e Langoned
Miz Gwengolo 2022: : Krouidigezh ar gevredigezh Diharz production - Prezidantez Diharz Production (kevredigezh brudañ sevenadurel hag endro - lezenn 1901)
Miz Gwengolo-Miz Here 2023: Diskouezadeg e-pad ar gouel Celtomania (Naoned)
Krouidigezh ofisiel Hadañ livioù (="semer de livioù" e galleg): liverezh - atalieroù diwar-benn an endro pe an arz neuziañ
2024 Heuliad ha fin ar stummadurioù war an endro (« Eveil et nature» evit ar bedagogiezh hag ar gevredigezh « Lipousig » evit ar plant hag ar gwez)
2024: Perzhiadur er ganaouenn hag er c'hlip Etrement (kanet gant Aziliz Manrow)
Miz C'hwevrer 2025 : Plantadeg gouez frouzezh gant ar Greizenn Yaouankiz e Moelan + sonadeg Aziliz Manrow + merenn-vihan
Atersadenn war Frans 3 e-barzh an abadenn Bali Breizh. Abadenn niverenn 4 diwar-benn Rosporden.

“De meme qu’il faut protéger la terre, il faut protéger toutes les langues”
“Just as we must protect the Earth we must protect all languages”

Eugène Green
« Evel ma vez ret diwall an douar e vez ret diwall an holl ar yezhoù »

Ur vaouez eus Penn ar Bed a orin eus an Oriant ‘oan bet luskellet ma holl bugaleaj gant ar gouelioù etrekeltiek en Oriant. Yaouankik-tre ‘m eus dibabet da zeskiñ brezhoneg rak ma ‘oa yezh -se, yezh vamm ul lodenn eus ma familh hag hini ma magerez. Gwasket ha goapaet e-pad pell amzer eo ar brezhoneg, « ur yezh strobinellerien » d’am soñj koulskoude. Dre-se ‘m eus dibabet livañ gant ur sell arzourel ha karantezus war un dro.

Drezi ma-unan dreistholl ‘m eus desket hag heuliet un nebeud kentelioù noz en Arzoù Kaer an Oriant. Labouret ‘m eus e bed ar yec’hed hag an deskadurezh hag ‘m eus heuliet studioù war ar brezhoneg e-pad meur a vloaz. Dre hanterouriezh ma zaolennoù e c’hoantan « treuzkas un dra bennak, degas fromadennoù, lakaat da huñvreal pe d’en em soñjal». Rak barzhoneg ar gerioù a c’hall bezañ liammet ouzh burzhud al livioù, al livadur.

Livañ zo un doare da stoum evit ar yezh, met evit an endro ivez hervezon

Dre hanterouriezh ma zaolennoù e c’hoantan « treuzkas un dra bennak, degas fromadennoù, lakaat da huñvreal pe d’en em soñjal»
Rak barzhoneg ar gerioù a c’hall bezañ liammet ouzh burzhud al livioù, al livadur.

Mammig 2 vugel karout a rafen gwelet hor bugale o keskiñ e-barzh ur gevredigezh gant muioc’h a emskiant ha reziliañs ouzh an endro. Gant-se e adaozan un nebeud skorioù evit doujañ ouzh ma soñjoù en ur zibab danvez a-zoare. 

Plantet 'm eus ur wezenn-hiliber, ur wezenn zistank ha disoñjet!
Engouestlet evit an endro

Gwerzhañ skritelloù (pe traoù all) a dalv implijout paper , ha rak-se implijout gwez. Hervezon e oa poellek reiñ ur “skodenn” peogwir e hetan bevenniñ ma efed ekologel.
Siwazh e vez hor c’hevredigezh a-vremañ un tamm pell diouzh ar bodoù bev re alies. “Bezañ adstaget ” ouzh an endro eo unan eus an dalvoudegezh a glaskan treuzkas. Ingal e plantan gwez ma-unan, met bezañ engouestlet a oa pouezus-tre d’am meno.
Un “ekotaos” ‘vez paeet e-barzh ma fakturennoù ha kaset e vez d’am c’hevredigezh Diharz production.
Gant an arc’hant -mañ : kinnigoù plantadegoù gwez digoust gant bugale pe/ha tud gour
e kenlabour gant kevredigezhioù all, tiez-kêr pe lec’hioù all
Gallout a rit mont e darempred ganin war ar sujed-se peogwir e klaskomp lec’hioù

Anna Preden hag Alan Stivell, Gouel etrekeltiek an Oriant 2023
Skritell gant testenn e ganaouenn “Hep brezhoneg, Breizh ebet”

Petra eo ?
Diharz production

Ur gevredigezh lezenn 1901 eo evit ãr brudañ sevenadurel hag endro

Endro…
Un “ekotaos” ‘vez paeet e-barzh ma fakturennoù (mikroembregezh “hadañ livioù” ) ha kaset e vez d’am c’hevredigezh Diharz production.
Paeet e vez an ekotaos -se gant aozadurioù ne blantint ket gwez frouez /plant frouez (e-barzh o c’humun, kreizenn dudi…).
Gant an arc’hant -mañ : kinnigoù plantadegoù gwez digoust gant bugale pe/ha tud gour
e kenlabour gant kevredigezhioù all, tiez-kêr pe lec’hioù all
Gallout a rit mont e darempred ganin war ar sujed-se peogwir e klaskomp lec’hioù
Ma ne vez ket kevet lec’hioù e engouestlimp da gas an arc’hant se d’ar gevredigezh https://desenfantsetdesarbres.org/

Sevenadurel…
Da skouer hon eus kemeret  perzh en album d’Aziliz Manrow “Et tout prend vie”  gant OHM (One hot minute group), label Hervé Lauzanne (Rener kozh arz Indochine e Sony) . 
Pladenn gant kanaouenn Aziliz Manrow ” Etrement” ‘m eus kempennet e brezhoneg. 
Trugarekaat
Da gentañ eo un avantur a-stroll ! Rak-se e trugarekaan an holl evit ho sikour prizius !

Sikour evit troidigezh al lavarennoù :
Andreo Sezneg (Formateur à Roudour), Francis Nedellec, K. Debaye, Élodie Quistrebert

Kevredigezhioù :
Marie-Catherine Delavault (association Grain de sel), Nikita Gouezel (association la Forêt de enfants)

Kanerien ha sonerien :
Aziliz Manrow, Dom Duff, Jean-Luc Roudaut, Noah Roudaut, Noemie Le Cam, Kevin Abalain (Son ar Dan) …

Stlenngevregañ/skritelloù :
ConceptTiT Design

Lec’hienn internet :
Sophie Cloirec vvweb

Recent Posts

    Recent Comments

    No comments to show.
    Latest Posts